Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
KLAODINAÏG

Roue e c’houestlan va ober. » Al leanezed a lavare d’o zro :

— « Va zeod a zo evel pluen skanv ar skrivanier. »

— « Ho kened a zo en tu-all da hini bugale an dud, donezon Doue a zo ledet war ho muzellou ; setu perak oc’h benniget gantan evit atao ! »

— « Lakit ar c’hleze oc’h ho kouriz, rak c’houi eo an Holl-C’halloudek. »

— « En ho kened hag en ho sked, kerzit, it war gresk, ha renit. »

— « Rak c’houi eo ar Wirionez, ar Gunvelez hag al Lealded ; hag ho tu deo hoc’h hencho en eun doare burzudus. »

— « Ho tennou bir a yelo a-dreus kalonou enebourien ar Roue ; koueza ’ray ar poblou d’ho treid. »

— « Ar Rouanez a jomm an ho kichen, gwisket a aour ha goloet a vraventez a bep seurt. »

— « Selaouit, Va merc’h, gwelit ha bezit war evez ; ankounac’hait ho pobl ha ti ho tad. »

— « Hag ar Roue a garo meurbet ho kened, abalamour m’eo an Aotrou, ho Toue, azeulet gant an holl boblou. »

— « Merc’hed Tyr neuze, gant o c’hinnigou, a deuio da c’houlen ho kwelet, evel ive ar re binvidik eus a bobl. »

— « Holl sked merc’h ar Roue a zo en he diabarz : bez’ ez eo goloet a vraoïgou a bep seurt bordet a aour. »

— « Gwerc’herezed a yelo d’he ambrouk da gichen ar Roue, hag e vo great d’ezo mont e templ ar Roue. »

— « E leac’h ho tadou ez eus ganet d’eoc’h bugale ; c’houi o lakay da ren war holl hed an douar.