Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
KLAODINAÏG

dounder ar skourrou, e-touez an deliou glas. Hag e sonje : « Ma vez youl Doue, varc’hoaz me glevo eur vouez kaeroc’h eun tamm mat eget hini an evned ! » Disken a eure e Landivizio evit gwerza e zivi ha klevet an oferen evel pep kristen mad ; hag en hent adarre, buhana ma c’helle war-zu Montroulez. Unnek heur ’oa pa zigoueze e-kichen ar gouent. Hag e skoas war an or. A-benn eur pennad, setu eur vaouez o tigeri ar prenestrig great en or vras, hag o c’houlen :

— « Petra glaskit, va den mad ? »

— « Me garfe gwelet Klaodinaïg… »

— « Petra eo ho Klaodinaïg… ? »

— « Leanez, na petra ’ta ! »

— « Mad, neuze na c’hellot ket he gwelet. Koms outi na laran ket. »

— « Me garfe koms outi neuze. »