Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
MARVAILHOU AR VRETONED

labour, o welet ar re-ma o lammet d’e c’houzoug pe oc’h asten o daouarnigou war-zu ennan, evel evit goulen eur pok. Ankounac’haat a rea neuze ar boan, skwizder labour ar parkeier.

Klaodinaïg koulskoude, eviti da veza eat eus a Gerzadiou, n’ankounac’hae ket ar re he doa kement karet ; eur wechig an amzer e tiskrive d’ar gear. Lavaret a rea da Yann he eüruzded abaoue m’edo er gouent, ha pegement e vije laouen oc’h e zigemeret, ma plichfe gantan mont eur wech bennak betek Sant-Fransez. Pedet e oa bet zoken, hervez ar c’hiz, da vont d’ar gouent a-benn deiz bras ar « promesaou ». Hogen, e miz eost edod, hag an holl a oar al labour dic’hiz a zo war ar meaz d’ar poent-se eus ar bloaz. Evelato Yann a lavaras da Franseza :

— « Ma ! mont a rin da welet Klaodinaïg kez ! Setu pemp bloaz tremenet mat abaoue m’eo eat eus ar gear, hag abaoue n’em eus ket bet an eurvad d’he gwelet ! Ya, mont a rin, kousto pe gousto. »

— « Kea ’ta pa ’peus c’hoant, eme Franseza ; n’eo ket pell bras ar Zalet ac’han. »

— « O ! n’eo ket ar pellder kennebeut a vir ouzin da vont, al labour avad na laran ket. »

— « Evit brema da vihana n’eus ket re a brez labour, petra a virfe ouzit ’ta da heuilha da youl ? »

— « Mad ! Mad ! mont a rin, ha dizale zoken. »

Ha mont a reas

Eur zadornvez d’abardaez ez eas eus ar gear gant eur c’harrad sivi. Edod en deiziou kenta a viz even. Brao kenan e oa an amzer. Dreoll ma tremene na gleved ken nemed richan dudius al laboused o kana o fedennou dioc’h an noz abarz mont da gousket e