Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
MARVAILHOU AR VRETONED

karet o lavaret d’eoc’h e goueled ho kalon : « Va merc’h, selaouit, gwelit ha bezit war evez ; ankounac’haït ho tud ha ti ho tad. Hag ho kened a blijo meurbet d’ar Roue, rak m’eo an Aotrou, ho Toue, azeulet[1] gant an holl boblou.

Kement a draou mad a zo lavaret d’eomp diwar ho koust ma ’z omp meurbet eürus d’ho tigemeret er gouent. Gallout a reot dont pa geroc’h ; an nor a vo digor frank evidoc’h… »

War-lerc’h e nivere d’ezi an traouachou a oa red pourchas.

N’o skrivan ket ama rak ma kredan na lavarfent ket nemeur a dra d’am lennerien.

Nikun er geriaden, nemet Yann ar Moal, na ouie ar pez a dremene. Klaodinaïg n’oa ket eat d’hen enkanti, o c’houzout re gaer petra eo spered ar bed. Na vijed ken manket da lavaret d’ezi evel e vez lavaret d’ar re-all a gemer hent ar gouent : « Perak mont d’ar gouent ? Daoust ha na c’helli ket pedi Doue hag ober da zilvidigez ama kouls hag eno ? Hag ez afes d’ar bez, te ker yaouank ! Petra ! n’eo ket gwelloc’h d’it chomm er gear da labourat ? N’ez a d’ar gouent nemet an dud diek. Aon ec’h eus ’ta rak al labour ?… »

Ehanomp. Nag a zigareziou a vez kavet evit miret ouz ar yaouankizou d’en em rei da Zoue. O, spered ar bed, n’eo ket souezus e ves bet mallozet gant Mab

Doue ! Pegen dishenvel out dioc’h spered Jezuz-Krist ! Ar bed a lavar : « Eürus ar re binvidik ! » An

  1. Azeulet, adoret.