Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
KLAODINAÏG


… « Setu maro va zad, ha va moereb n’ema mui en oad da gas labourou tenn ; va breur a zo martolod, ha na zigas mui kelou ebet d’ar gear ; marteze, siouaz ! eo beuzet. Holl labour an tiegez a gouez warnomp. Ouspenn-ze, deuet eo evidon ar poent da zimezi, pe morse na rin. Red mat eo d’in sonjal en amzer da zont… »

— « Gwir a leverez Yann, ha kement-se a zo eun dever evidout. Daoust ha taolet ec’h eus da zellou war eur plac’h bennak ? N’eo ket merc’hed yaouank a zoare a vank er barrez ? »

— « Ya, Klaodinaïg, taolet em eus va zellou en-dro d’in. Gwelet em eus eur verc’hig fur ha koant a