Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
MARVAILHOU AR VRETONED

rubanou a bep seurt liou, he losten zu bordet en traon gant tres melen ha goloet en tu araok gant he zavancher pilpouzet ; henvel e oa ouz eul leanez gant he mouchouar gwenn ampezet, he manchou moug a ziskenne betek he daouarn.

Kaer meurbet ’oa da welet, ar chapeled ganti en he daouarn flour, he zellou gwerc’h savet etrezek Mamm dous ar Feunteun-Wenn !


Kant-vloaziou gant eur feiz dispar
Eno pedas hon tadou ;


hag o hugale vihan war o lerc’h a ra evelto. Keit ha ma ’z aio evel-se Plougastelliz a vandennou da bedi Rouanez vad ar barrez, Plougastell a gendalc’ho da veza eur skouer en eskopti.

Goude gousperou, great ganto o fedennou, Yann ha Klaodinaïg a gemeras hent ar gear, goude beza evet c’hoaz eur wech dour fresk feunteun ar Werc’hez, ha roet eun aluzennig d’ar beorien a brestas d’ezo bep a skudel.

Betek Toull ar Bleiz n’oa ket bet eas koms a draou a bouez, rak ma tremene dalc’hmad toulladou perc’herined ebiou d’ezo.

Azalek ar Fresk, avad, beteg Kerzadiou, Yann a zigoras frank dor e galon d’e vignonez.

— « Klaodinaïg, emeza, deuet eo evidon ar mare da rei d’it da anaout ar pez a zo war va spered… »

Ar plac’h vad, nec’het bras a zavas he daoulagadig glas war-zu Yann ; n’oa ket boas d’e glevet o koms evel-se. Egiz p’he divije c’hoant da lavaret : « O va Zalver, petra zo ’ta ? »

Yann koulskoude, a gendalc’has evelen :