Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
KLAODINAÏG

person war e dro. Hema roas d’ezan e zakramanchou diveza. Eun heur hebken goude m’oa eat ar beleg eus an ti, Job ar Moal a rente e ene mad da Zoue.

Kement en doa a ranne etre e vugale ; Klaodinaïg zoken na oe ket ankounac’haet ; pemp kant skoed en aour melen a roas d’ezi dre destamant.

Yann ha Klaodinaïg a geuzias meurbet da Job ar Moal hag a zougas kanvou d’ezan, muioc’h c’hoaz en o c’halon eget en diaveaz.

Ar vinorez paour a yoa deuet muioc’h eget morse da veza eus an ti.

Bras ’oa ar verouri ha dibaot an divreac’h d’he labourat.


UNNEKVET PENNAD


Pardon ar Feunteun-Wenn.


Daou vloaz goude. — D’ar Feunteun-Wenn ez eas Yann ha Klaodinaïg er bloavez-se da zeiz ar pardon.

An ilizig-ma, savet d’an Itron Varia gant hon tadou koz, a blije meurbet d’an daou Blougastellad. Eno Klaodinaïg a garie pedi, daoulinet war al leur-vean, e-harz skeuden Mari :


Na kaer ’oa he gwelet,
A-greiz he c’halon,
War greun he chapeled
’Pedi he Itron !


Ya, kaer ’oa zur gant he c’hoeff hir ha ledan henvel a-walc’h ouz eur prenv-askellek (eur balafen), outan