Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
MARVAILHOU AR VRETONED



DEKVET PENNAD


Maro Job ar Moal.


Ar gozni an zilamme war roudou Job ar Moal, edo o vont da veza tizet ganti. Nao ha tri-ugent hanvez a yoa eat dreist e benn, disto goude koll kals a vlevennou chommet rostet oc’h drein kement a vloaveziou !

A nebeudou e lezas stur e diegez etre daouarn Yann, e vab, a blije kals d’ezan abalamour d’e furnez ha d’e garantez evit al labour. Kredi a rea ez aje an traou en dro gantan war e lerc’h : an tremenet a respounte eus an amzer da zont.

Kenta ma chommas Job ar Moal war e wele ’oe gant eun annouedadur (eun arrumadur). Eun nozvez, d’ar gwener d’abardaez a gredan e oa, e penn kenta miz du, edo diwezat o tont eus a Landerne gant e garr, bet o kas avalou d’an adgwerzerezed. D’ar poent-se eus ar bloaz n’eo lket c’houek beza er-meaz da eiz heur pe da nav heur noz. Setu ma pakas riou ; red e oe d’ezan chomm en e wele.

Sevel a rea, koulskoude, eur pennad bennak bemdez.

Ar paz na zistage ket dioutan. Kemeut a drouz a rea ma strake an ti gantan.

En eun taol, setu ma wasaas d’ezan, en despet d’ar preder a gemere Klaodinaïg.

Fallaat a reas bemdez ; ma oe galvet an aotrou