Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
KLAODINAÏG


Mar doa nec’het Cheun araok, na oe ket nebeutoc’h a-c’houdevez. Nag a zonjou kasaüs a dreuzas adarre e spered ! A ! na karet en divije beza bet er gear brema !… Hag e c’hrosmole : « Setu va breur Yann mestr war leve Job ar Moal ! Brema avad, fldandouchen, ez ay an traou en-dro du-ze !.… Ha Klaodinaïg ’ta ! na vo ket dies d’ezi kregi e dourn Yann ! Me gred evelato, e vezo frank a-walc’h an ti d’ezo brema !… O malloz ru ! Ha perak emaon-me ama, reuzeudik ma ’z oun !… Ganet oun bet, sklear eo, da vare eur stereden lostek !… O pebeuz planeden eo va hini-me ’velkent !… Mervel a rin War al lestr-ma gant ar boan spered… »

Tenval meurbet e benn, Cheun a ye hag a deue evel eun den diskiantet ; e yec’hed ive n’oa ket kaer.


« D’ar paotr-ma n’eus nemet eur remed,
« ’Me an doktor, eur c’honje mad ;
« Gwelit-hen, etrezek ar vered
« Ez a ar paour keaz timad !… »


Ne oe ket great, koulskoude, war ar ger-ze ; re bell edod eus ar gear.

Pa oe tremenet ar barrad, Cheun a yeas adarre war wellaat, hag a reas e labour kouls ha diaraok.

Mont a rea an amzer ebiou. Abaoue daou viz e oa dilec’het a Vrest, ha n’edo ket c’hoaz e penn e veach.

Lezomp anezan da vale, ha dizroomp da Gerzadiou da welet penaoz ez a ar stal gant hor mignoned.