Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
KLAODINAÏG



NAVET PENNAD


Cheun martolod.


Cheun a yoa klanvet, na ouie den gant petra. Ga1vet oa bet louzaouerien war e dro, hag hini anezo na c’hellas dont a-benn da c’houzout petra c’hoarveze gantan. Tost da bep den en deus lakeat Doue eun eal evit evesaat outan hag e viret dioc’h kals a risklou ; tost d’ar c’hlanvour en doa lakeat ouspenn eun eal madelezus, a rea kas kwit eus e spered ar pez a rea kement a boan d’ezan. Dre he oberou ha dre he c’homzou, Klaodinaïg a yoa deuet da c’hounit ar galon-ze kalet evel reier ar Meaziou. Setu perak, a-neubeudou, e teuas adarre da veza laouen oc’h he gwelet. Ar boan a gemeras an teac’h, ha, tri miz goude, Cheun a yoa adarre yac’h-pesk evel araok ma klanvas.

Evel m’en doa lavaret, a veac’h war zav, Cheun a yeas da Vrest evit rei e hano da veza martolod, ha da viz ebrel e lavare kenavo da Gerzadiou ha na dlie mui gwelet. E galon a vennas ranna pa stardas e zourn e hini Klaodinaïg, o lavaret d’ezi e gimiad. N’oa ket evit miret da gredi oa karet ivez eun tamm bennak ganti, p’eo gwir he doa kemeret kement a drevel gantan epad e glenved.

Na jommas ket nemeur e Brest, ma oe kaset e vatimand da ober eun dro d’ar Chin.

Ar Breizad a zo melkonius, dreist-oll pa vez red d’ezan kuitaat e vro garet.

Ar penn kenta euz e vuez a vartolod a oe meurbet