Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
MARVAILHOU AR VRETONED

gwitaat Kerzadiou, Klaodinaïg he divije karet a-walc’h unani he dourn gand hini Yann. Setu perak, pa glevas ar c’helou, he devoe eul levenez, poan d’ezi he miret da darza en diaveaz.

Cheun her gwelas ; na lavaras ger, hogen e galon na oe gouliet nemet muioc’h. A bep seurt sonjezonou tenval a ruilhas adarre dre e spered maritellus, betek ma kouezas klanv, ha klanv bras zoken.

A-wechou, pa wasae d’ezan, e veze klevet o lavaret dre e alter :

« … A re emaon ama !… Den na ziskouez keuz oc’h va gwelet o vont d’ar zervich… Petra ’m befe-me graet evit beza deuet ker fall er gear-ma ?… » Hag e kounnare. Klaodinaïg na gwitae tamm ebed e wele, nag en deiz nag en noz. Pa skoe warnan barradou evel heman, ar plac’h keaz a implije he holl wiziegez hag he holl galon evit ober d’ezan kemeret an traou war an tu mat.

« … Ya, ya, emezan neuze, da anaout a ran ; te ivez, minorez divezet, te ’garfe va gwelet o vont d’an douar evit kaout va zammig peadra en tiegez-ma, ha beva didrabas evel-se gant va breur digalon !… O gortozit, va demezel, me n’oun ket maro c’hoaz !… Ro peoc’h d’in gant da gomzou flour, ha kerz pell ac’han diwar va zro !… »

War-eün ez ea ar c’homzou rust-ze betek kalon dener Klaodinaïg, pehini, karantezus evel eul leanez, a c’houzanve hep en em glemm an holl rebechou-ze ker c’houero, tamm ebed dleet d’ezi.