Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
KLAODINAÏG


Pa glevas an tad petra oa bet an dennadeg. e chommas dizeblant a-walc’h, hervez e gustum.

Evel m’en doa kredet Yann, Klaodinaïg he doa pedet kals e-doug an deiz-se. A-barz mont d’he labour e chommas pell en he c’hambr, daoulinet dirak ar groaz. Kals e karie anezi, rak ma teue eus he zud koz, o doa dalc’hmad rentet enor ha doujanz d’ezi. O zellou diweza a yoa kouezet warni ; o muzellou, araok kloza evit atao, o doa stardet warni gant an diweza peden a galon. Penaoz n’he divije ket Klaodinaïg douget eur garantez dispar ouz ar groaz-se a zigase en he spered kement a zonjezonou tener ?

Hag evit piou e pede kement ar vinorez paour, red d’ezi gounit he bam e ti an estren ?

Evit lavaret gwir, Klaodinaïg a garie meurbet he daou vreur, muioc’h avad an eil eget egile (n’oar ket evit karet henvel an holl), ha laouen e vije bet oc’h o gwelet o tena huel o-daou. Mar doa muioc’h douget da garet Yann, n’oa ket en he spered, koulskoude, en em rei da hini pe da hini anezo, ha setu ama perak.

Chommet ’oa eur mennoz en he spered abaoue m’oa bet er skol gant ar c’hoarezed e Landerne. N’hel lavare da zen gant aon da boania he c’herent a-raok ar mare. C’hoand bras he doa da veza leanez e kouend Sant-Fransez-Montroulez. Meur a wech he doa komzet d’he c’hovesour diwar-hen kement-se. Hema he alie atao da c’hedal gant fizianz ha da zenti oc’h mouez an Env kerkent ha ma vije dishual a-walc’h evit en ober.

Evel-se ’ta, dioc’h ma’z aje an traou, da lavaret eo ma na vije ket Job ar Moal e poan d’he lezel da