Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
MARVAILHOU AR VRETONED

Arabad eo teurel evez evel-se oc’h an arvar. Bez flzianz atao ; ni a jommo hon daou e Kerzadiou, e-kichen hon tad ha Klaodinaïg. Evit ar peur-rest, Doue a gemero preder d’her reiza d’eomp. »

Setu boulc’het al labour. Dont an ra bilhiji er-meaz. re vat ha re fall. Gwelet a reer dremmou seder ha dremmou gwall-amzer. Eus an daou vreur, Yann a denn da genta. Aotrou sant Eozen benniget ! na lammet a ra e galon pa dosta ouz ar vouest vurzudus a ra tud eürus ha tud reuzeudik. Ema krog e zourn en eur paper, daoust ha petra lavar ?… 201 !… Saveteet eo ; unan eus ar re huela a zo deuet gantan. Daoust ha yeod ar vered ?… Nan, kement-se na c’helle ket beza ; Yann na grede tamm ebed en o galloud. Pedennou Klaodinaïg, avad, na lavare ket n’o divije tennet bennoz an env war e ober.

Cheun, war-lerc’h, a dosta, o krena evel eur bern deliou.

N’eo ket eürus evelato !… An 12 a deu gantan…

Eun druez ’oa gwelet e gounnar pa deue eus an ti-kear.

A bep seurt komzou fall a yoa en e c’henou, hag e vije kredet en doa kollet e dammig skiand vat.

« … Malloz d’ezi !… Me ’n em venjo !… Ya, dont a ray va zro !… A ! dont a rin a-benn en eun doare hennak !… Doue ?… Nan, nan, kement-se na c’hell ket beza !… Panefe-ze… Dizale, m’hen tou ! Ya dizale ne vezin mui !!!… »

Kals a draou-all diskiantoc’h an eil evit egile a lavare c’hoaz evel-se o vont dre ruiou kear. O tremen war ar pound e c’hoanteas ’n em daol war e benn e-barz ar ster ; hogen, Yann a yoa war evez, hag hen harzas.