Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
MARVAILHOU AR VRETONED

zonjou poanius-se eus da benn. Gouzout mat a rez na hellomp ober netra hep aotreadur hon tad. Rak-se, e leac’h bec’hia hor spered evel ma reomp, e rajemp furoc’h o c’hedal ken na deuio ar mare da ober eun dra bennak… »

— « Eaz eo d’it koms evel-se, Yann, pa ouzout mad out kement karet ganti… Na zell nemet ouzit, na goms nemet ac’hanout, n’en em blij nemet ez kompagnunez !… »

D’an ampoent e tigouezas Andre ar Gosker ganto, a yoa ive o tont eus an oferen-bred.

— « Evit doare, emezan dioc’h-tu, e komzit a draou a bouez. Petra zo eta a nevez ganeoc’h, Cheun ? »

— « O netra ebed, Andre. Koms a reamp eus an tenna d’ar bilhed a vo dimeurz e Daoulaz. »

— « A, ya ! Klevet em eus ar goard o lavaret se bremaïk. Gwir eo, c’houi a zo da vont ho taou… ! »

Hag ar gaoz da vont en dro.

Pebeuz prez oe warno da vont da gas ar c’helou d’ar gear !

Klaodinaïg, n’ouzon dare penaoz, a gavas an tu da lavaret dre guz eur gomz bennak da Yann araok mont d’ar gousperou.

(Red eo d’in amzav ama e oa c’hoaz kredennou diot e-touez Bretoned ar mare-ze, e Plougastel kouls hag e leac’h-all. A-nebeudou, a dugare Doue, ar sorc’hennou-ze a zo bet dilezet dre m’eo bet skignet e-touez an dud anaoudegez ar c’hatekiz.)

Klaodinaïg a lavaras da Yann, he muia karet :

— « Dimeurz, emedout, ema an tenna. d’an disou ; mad, va mignon ker, ha c’hoant ac’h euz da gregi en eur rummen huel ? »