Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
KLAODINAÏG

evit holl baotred yaouank ar c’hanton a zo en oad evit kement-se. O hanoiou a zo skrivet war voger an ti-kear. Da eiz heur e vezo digoret ar zal, gwaz a ze d’an hini a vo diwezat ! Mear ar gommun a bed ac’hanoc’h da jomm reiz. Arabad e savfe trouz etre paotred ar c’hanton. Holl omp breudeur, rak-se e tleomp en em garet ; hogen, ar garantez na vez ket diskouezet dre an taoliou dourn hag an taoliou treid. Fizianz en deus ar mear e chommo pep-hini en e renk. »

P’en em gavas an daou vreur an eil gant egile, Cheun a lavaras da Yann :

— « Klevet ec’h eus ? Dimeurz e vezo sinet tonkadur va buez. Ya, dimeurz goude ma vo deuet va dourn euz ar vouest, me a ouezo petra ’vezo evidon an amzer da zont. »

— « Tonkadur da vuez ? eme Yann ; petra ’c’h eus c’hoant da lavaret, Va breur ? »

— « Ma vez huel va niveren (numero), me a jommo e Kersadiou da lahourat parkeier va zadou ; ma vez izel, en eneb, me a yelo da vartolod, rak na fell ket d’in beza soudard evit priz ehed. Karet a rez hor c’hoar Klaodinaïg ; me he c’har ivez ; evit koms freaz, setu ama va zonj : va huvre e vije renta anezi evurus en eun tiig distro war ar meaz. Hogen, mar dan da vartolod e chommin pell bras war vor, e leac’h, sur a-walac’h, e varvin gant ar boan-spered ha klenved ar vro. »

— « O Va breur, nan ! kement-se na c’hoarvezo ket… Chom a ri… »

— « Klaodinaïg neuze a vezo d’it, ha tamm ebed sonj ac’hanoun n’az pezo. »

— « C’hoaz eur wech, va breur, me az ped, kas ar