Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
KLAODINAÏG

bennak diwar va c’houst evit sikour he skolia hag ober anezi eur vaouez a zoare, n’eo ket me a c’hrosmolfe :


Ober vad da veza karet
Gwella labour a ve kavet. »


— « Mat, avad ! Oc’h da zelaou e ve lavaret oc’h ive en em glevet, Klaodinaïg ha te. »

— « En em glevet evit en em zikour ? evit en em garet ? Ya, ya, hel lavaret a c’hellez. kement-se n’eo ket eun dra fall, bez’ ez eo ? »

— « N’eo ket tre an dra-ze : hogen, gouzout a rez, koulskoude, ar pez am eus c’hoant da lavaret. »

— « Breur, na ouzoun ket… Da gomzou a zo goloet ! »

— « En em glevet oc’h evit an em zikour hag evit en em garet, hel lavaret ac’h eus… Pegoulz e vezo great an embannou ?… »

— « Koll a rez da skiand vat ?… Daoust ha gouzout a rez petra ’vezo Klaodinaïg divezatoc’h, ha petra e vezin me va-unan ?… »

— « Beleg e vezi marteze ; devot a-walc’h out evit an dra-ze !… »

— « Beleg na vezin ket ; re ziwezat en em gavan evit deski al latin. Karet a ran kals ar veleien, avad, rak ma talc’hont leac’h Hor Zalver war an douar. »

— « Ha Klaodinaïg a vezo merc’h kaer da Job ar Moal !… A ! gortoz, va lapouz ! Me a zo eun dra bennak ive, marvat ! N’ez aio ket an traou—ze en-dro evel war rojou. Red e vezo d’it kounta ganen-me ! »

— « Va breur, c’hoaz eur wech, kas ar sonjou-ze eus da spered. Poan a ra d’in klevet da gomzou binimus. Yaouank omp, hag hon amzer da zont a zo etre