Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
MARVAILHOU AR VRETONED

a gar va zad, ha kalz a fizianz am eus ennan. Kement a ra a gavan a zo mad, ha ne dan ket da derri va fenn gant ar pez na zell tamm ebed ouzin. »

— « Setu ama eun den dizeblant ! Na ra forz gant netra ! Ma teufe al laer da c’houlen da jupen diganez e rofes d’ezan ive da vragou… Da galon, va breur, me gred, a zo great gant mel ! »

— « Cheun, goab a rez ! »

— « Fidandoustik ! ya, brao eo derc’hel keit-all er skol eur vinorez ha n’he deus ket eur gwenneg war he hano !… Klevet em eus gant unan bennak ne zistroio mui da Landerne goude an eost… »

— « Evel-se e leverer… »

— « Na vezo ket re abred d’ezi lakat he c’horf da labourat… A-walc’h a arc’hand he deus great dispign. A ! mall bras am eus da welet an demezel o tizrei da Gerzadiou. Klaoustre na ouezo mui penaoz ober evit bale War hor pave, eun tammik koc’hek a-wechou !… Ha penaoz koms outi ? Marvat he deus ankounac’heat he brezoneg, ha me n’ouzoun, koulz lavaret, ger gallek ebed (En eur c’hoarzin goapaüs). A ! A ! A ! Job ar Moal avad a zo eun den speredet kaer ! »

— « Va breur, doujanz evit hon tad !… Me az ped, na goms ket evel-se :


Spered dies zo kablus d’ezan ha d’ar re all ;
Plou a zo bet easoc’h goude rendael, tamall ?


Evel-se e lavare va mamm, Doue r’he fardouno !… Ouspenn-ze, pec’het ec’h eus o tamall d’hor c’hoar he dienez tremenet. Ober dismeganz n’eo ket ; mat, ha, falloc’h ober goab goude. Evidon-me a gar Klaodinaïg ; ha goude ma kemerfe va zad eun dra