Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
KLAODINAÏG



PEVARE PENNAD


Klaodinaïg er Skol.


Eun nebeudig derveziou hepken a dremeuas neuze e Kerzadiou. Job ar Moal an doa lavaret :

— « Klaodinaïg a zo c’hoaz yaouank-flam, ha dre-ze en oad kaer da zeski. Pe seurt skol he deus bet bete vrema ? Me fell d’in he defe eun tammig deskadurez : red eo he c’has d’eur skol vat ! »

Setu ma oe kaset da skolaj ar C’hoarezed e Landerne.

Kement e poursuas war he studi, ar baotrez ker, ma oe darbet d’ezi klenvel, ma oe red d’he mestrezed miret outi da studia re.

Klaodinaïg, hag he doa kement a spered hag a furnez, a anaveze, hep mar, lavar ar re goz :


Studiit hep paouez ; d’ar spered e ten skiant
War bouez labourat tenn ; ar skiant a dalv arc’hant.


Ha koulskoude,


Na re nebeud, na re,
E pep tra, gwella ve.


Pa deue mare ar vakansou, Job pe Cheun a ye da gerc’hat Klaodinaïg d’ar gear. O ! ezom bras he doa da gemeret ear yac’h ar mor hag ar parkeier. Eun dudi ’veze neuze he gwelet o c’haloupat war-lerc’h ar zaoud war-dro kerreg huel ar Meziou. Al leac’h-ma a blije d’ezi dreist ar re-all, abalamour ma weler kals traou kaer ac’hano : an Elorn, parrez Gwipavas, ar Releg, ar « Rad » hag all.