Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
KLAODINAÏG


Job a glevas gand eur vaouez, eun amezegez da Glaodinaïg, e kavche houma en he zi kement he divije ezom, da c’hortoz ma vije-hen e tro d’he digemeret.

Deut eo evidon ar mare da ober d’eoc’h anaout ti Job Ar Moal.

Kerzadiou a zo eur geriadennig vunut, etre Sant-Yann hag an Treiz,


.............................................azezet brao
E-touez ar c’helvez hag ar skao…


En unan eus an tiez brasa edo Job o chom gant eur c’hoar d’ezan, e zaou vab, eur plac’h ha daou vevel. Eun tiegez bras a zalc’hent, evito da veza nebeut a zikour. Gwir eo, war ar meaz, an eil diegez a ro dorn d’egile pa vez eur c’hrogad tenn, ar pez a hanvont « derveziou bras » ; evel-se e c’heller atao en em denna. Job a yoa eur pez den, d’ezan eun doare vat, drem eun tad eus al lezen goz, bleo hir o koueza. war e gein hag e ziou skoaz. Rust e veze eun tammig evit ar pez a zell oc’h an dever ; pep-hini a ranke ober e labour d’ar poent merket. A-hend-all na vije ket kavet eun den easoc’h ober outan.

Cheun ha Yann a deuas er bed d’an hevelep dervez. Henvel oant evel daou lommig dour, ha red e vije beza tremenet meur a zizun en o zouez evit o anaout an eil dioc’h egile. Ma ’z oant henvel en diaveaz, en diabarz n’oant ket, evito da veza daou vreur. Cheun a yoa douget d’ar vuanegez ; an disterra enebiez e lakae da vout en egar ; ouspenn-ze prenv an avi, ar warizi, a gavas an tu ive d’en em zila ennan. N’oa ket eun den difeiz ; hogen, alies e kave tro da ober