Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
KLAODINAÏG

daouarn e kroaz, he fenn stouet eun tammig hag he daoulagad hamter-zerret ; kredet e vije gwelet eur werc’hezig diskennet eus an env. Pedi a reas kalonek evit he zad hag he mam vat, o doa kemeret kement a boan ganti betek neuze.

He c’halonig a dridas gand levenez pa glevas he hano da vont da zougen skeuden ar Werc’hez Vari evit prosesion ar Feunteun-Wenn ! Dervez eürus, a jommas ar zonj anezan moullet gant lizerennou aour e kalon Klaodinaïg !

Goude meren e oe klevet kleier Sant-Per o son laouen, o c’hervel ar vugaligou d’an iliz evit en em lakaat e stad da vont d’ar chapel.


Tregern a rea ar parkeier,
An henchou doun, al lanneier,
Gant mouez skiltrus ar vugale
O kana meuleudi Doue !

Kerkent ma oe bet kristenet
Hon tud koz e Plougastel,
Da vamm Jezuz e oe savet
Er Feuntenn-Wenn eur chapel.


Na birvidik e oe he feden e-harz skeuden Vari ! Daoust d’ezi da veza c’hoaz yaouank, me gred (n’hen touan ket) e reas en deiz-se da Zoue al le da viret atao he gwerc’hded, en enor da Vari. Hag ar pez am doug d’her c’hredi eo ar pez a zigouezas diwezatoc’h.

Ar chapel a zo brema er Feunteun-Wenn a oe savet er pemzekvet kantved.


Kantvloaziou, gant eur feiz dispar,
Eno pedas hon tadou,
Siouaz ! an amzer a ziskar
An dud hag o labourou !