Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
MARVAILHOU AR VRETONED

Doue, hag a vag al laboused bihan, a gemer muioc’h c’hoaz a evez eus e vugale. Katel a bareas nebeut goude, hag a oe barrek adarre da entent ouz he zi hag ouz he merc’hig koant.

Houma, gant an amzer a greske hag a grenvae. Na jomme nemeur en ti ; mont a rea gent ar vugale-all da c’haloupat ar parkeier, ha na deue d’an ti nemet da vare ar prejou.

Deuet ’oa en oad da vont d’ar skol ; hogen, evel m’edont pell dioc’h ar vourc’h, he zud n’o devoa ket a hast d’he c’has. Evel-se e c’hortozchont ken na oe krog en he dek vloaz. Klaodinaïg he devoa spered lemm ; dre-ze na oe ket pell evit tapout an doare da lenn. Deski a reas goude he c’hatekiz e berr amzer ; ha pa deuas eviti ar mare da vont dirak ar veleien evit gwelet ha gouzout a rea katekiz a-walc’h evit ober he fask, e oe digemeret e-touez ar re wizieka, ha roet d’ezi zoken eur priz ens ar re vraoa.

Klaodinaïg a yoa devot evel eun eal. Derveziou ar retred a oe eviti derveziou a beden. Gant he c’halon evel gant he zeod e kane ar c’hantikou brezonek a-unan gent he c’honsortezed. Neuze, kennebeut na brema, ar c’hanaouennou gallek n’oant ket anavezet e Plougastel. O ! na mall he doa da zigemeret he Doue evit ar wech kenta ! Gant pegement a aked e labouras e-pad an tri dervez benniget-se da netaat he ene dioc’h pep seurt loustoni !

Hel lavaret em eus, kerend Klaodinaïg n’oant ket pinvidik ; hogen, onest e oant ha karet gant an holl. Unan eus an amezeien a brestas dilhad gwenn d’ar baotrez vat evit mont d’ober he fask.

Na kaer ’oa he gwelet o vonet d’an daol zantel, he