Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
MARVAILHOU AR VRETONED

epad ar vosen a reas kement a reuz er vro d’ar mareou-ze. Bez’ ez eo unan eus ar re gaera a oufed da welet war zouar Breiz-Izel. Gouzout a reer, koulskoude, mar dint niverus ha kizellet skanv kals anezo ! Setu perak, epad an nevez-amzer hag an hanv, e tired kement a zivroidi da vourc’h Plougastel. Dont a reont, nan hebken eus a Vrest, hogen eus pennou pella Bro-c’hall, ha zoken eus a Vro-Zaoz. Gwelet em eus bet eus an dud-se bammet oll dirak ar c’halvar, daelou a levenez hag a deneredigez o tiruilh eus o daoulagad.

Mar deo kaer ar vro, an dud ’zo enni a zo c’hoaz kaeroc’h ha gwelloc’h. »

Hervez n’ouspet beleg, parrez Plougastel eo, goude Plougerne, an hini wella eus an eskopti. Kement-se na zouezo tamm ebed an nep piou bennak a anavez anezi. Feiz an dud-se a zo birvidik abaoue m’eo tremenet dreizi daou abostol bras Breiz-Izel : Mikeal an Nobletz hag an Tad Maner. Kenteliou fur an daou zen santel-ze a yeas ken doun er c’halonou, ma treuzont ar c’hantvejou o tremen divlam eus eur remzi d’eben, evel eun tan sakr, atizet bep sul gand sarmoniou pastored ar barrez. Nag a veleien, nag a vreudeur, nag a leanezed a zo bet diwanet hag a ziwan atao war ar c’hornig douar benniget-se ! Eat ’z eus kals anezo betek ar broiou pella da gas sklerder ar feiz d’an dud gouez !

Plougastelliz a zalc’h d’o giziou, d’o doareou koz, d’ar gwiskamant a zo d’ezo hepken. Klevet em eus bet alies fougeal ar « Glazik », gwiskamant Rosporden, ha kals a re-all. N’am eus droug ebed da lavaret anezo. Koulskoude na ouzon ket perak e vez great