Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

rerien ter an douar, tud a boan, kemerit va levr skrivet penn-da-benn er yez a gomzit hag a garit ar muia ; kemerit ha lennit, rak evidoc’h eo em eus e zavet.

O lenn unan pe unan eus ar pennadou-ma e santot marteze ho kalonou o lammet en ho kreiz. Na stourmit ket, me ho ped, oc’h ar vouez dudius-se a lavaro d’eoc’h izel :


Da ganta Doue !
Breiz-lzel goude,
Hag he Yez ive !


Ha ra vezo ar c’homzou-ze reolen ho puez, a-vrema hag evit atao !


EVIT DOUE HA BREIZ, BEPRED


Landiviziau, 1a a viz Eost 1906.

KLAODA AR PRAT

/|\

Barz Plougastell.


————