Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
TADIG KOZ AN DIENEZ


— « ro d’ezan eur faen, eme an Aotrou Doue, ha lavar d‘ezan e tle beza kountant. »

Sant Per a hejas e benn, hag a lakaas evelato e zourn en e c‘hodel.

— « Sell, emezan, pez didalvez, an Aotrou Doue a fell d’ezan e ves kountant. »

Hag e roas d’ezan eur faen.

Tadig koz an dienez a zistroas d’e di laouen bras, hag a lavaras d’e c’hreg en doa gwelet an Aotrou Doue, hag en doa bet eur faen digantan.

— « Eur faen ? Santez Anna ! Mar ec’h eus bet da goan gant an dra-ze, neuze emaout mat. Ha petra raimp-ni gant ar faen-ze ? An Aotrou Doue a hellje, da vihana, beza roet d’it ive keuneud d’he foazat, amann da lakaat ganti, hag eul loa arc’hant d’he dibri. O ya ! mez setu aze, den na ra forz eus ar beorien. »

Tadig koz an dienez a zonjas neuze ivez e raje eur predig dister e c’hreg hag hen gant eur faen. Ma sonjas he flanta ; hogen, n’en doa tamm douar. Red e oe d’ezan he flanta e korn an oaled. Ar faen ne oe ket pell evit poulza ; a-benn an noz e save er-meaz eus an ti dre veg ar siminal, hag a-benn antronos ez oa savet ken huel, ma n’helled ket gwelet he beg. Ar person zoken gant e lunedou n‘her gvele ket.

Daou zervez goude, ar c’hreg a lavare d’he goaz :

— « Mat, eur faen dreist, evelhent, en deus roet an Aotrou d’it. Sav da gutuilh fa d’eomp a-benn hon lein ! »

Tadig koz an dienez a daolas e voutou koad, hag hen da gripat oc‘h ar wezen fa, a skour da skour hag a zelien da zelien. Hogen, kaer en doa sevel, ne