Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
AR VRETONED E LOURD

Itron Varia Lourd. Kenavo ! o ya, kenavo ! rak dont a rin c’hoaz d‘he gwelet. er bloaz a zen zoken, marteze. E Lourd ec’h en em gaver ken tost d’ar Baradoz, ma lavarer alies eo Lourd eur c‘hougn eus an Env diskennet war an douar, eun tanva eus ar Baradoz.

Div heur hanter eo, ha mall bras karga hor sailhou e feunteun ar Werc’hez evit has an tanva eus « pardon » Lourd d’ar re a zo chommet er gear.

Amzer da zibri eur genaouad. hag e lammomp en tram evit mont da di an hent-houarn. Noz eo ha dre-ze n’eus ket nemeur a dud war zav, nemet ar berc’herined a gemer an tren kenta.

Da beder heur dek e loc’homp eus a Lourd, hor c’halon beuzet en eul levenez dispar.

O c’houi hag hoc’h eus eaz da vont, it da Lourd : dizrei a refet d’ar gear gwelloc’h, santeloc’h. Mont da Lourd a zo evel pa lavarfen ober eur pennadig « retred », ha gouzout a reer e ra vad atao tremen eun nebeudig derveziou en distro, e-unanik gant Doue hag e ene.