Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
MARVAILHOU AR VRETONED

evel ma reas gwejall ho tadou koz, a varvas kals anezo o tifen o Doue hag o bro…

Prezegennou evel houma a zo eun dudi o c’hlevet, ha sur oun eo eat war eün betek goueled kalon kement hini a yoa oc’h he selaou.

Da unnek heur e tlied beza er Rosera evit an Adorasion. Pell araok eo leun an iliz, ha kals eus ar re a c’hortoz re ziwezat o deus poan o kaout eur skaon da azeza.

An aotrou Penndu, person Lambaol-Gwimilio a zav er gador. Epad eun heur e peder kalonek evit an Iliz, evit ar vro, evit ar vugaligou, e riskl bras da goll o eneou er skoliou dizoue, evit hon tud chomet er gear, evit ar re glanv. Hanter-noz eo, setu gwisket an oferen-bred. Kana reer a greiz kalon, hogen, anat eo ez eo skwiz ar moueziou.

Ama e fell d’in, araok kloza va fennad-skrid, kas eur gomz a anaoudegez-vat d’an aotrou Havas, person Trezelide, evit e ganaouennou hag e doniou brezonek c’hoariet war an « harmonium » gant kement a wiziegez. Rei a ran d’ezan da c’houzout ma n’her goar a-benn brema, en deus great kals a blijadur d’an holl.

Mont a reomp goude an oferen da welet Gwerc’hez ar C’hao, evit ar wej diweza a-barz mont kwit eus a Lourd. Pedi a ran kalonek evidon va unan. evit va mamm-Vro Breiz-Izel, va madoberourien, va c’herent, va mignoned ha kement o deus goulennet ouzin kaout sonj anezo e Lourd. Na skwizer ket dirak ar Werc’hez venniget ; hogen red eo, koulskoude, en em zispartia. Poket a ran d’ar garreg ha da boultren ar c’hao, an daelou em daoulagad, hag e lavaran kenavo d’an