Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
AR VRETONED E LOURD


O burzud ! Massabiel,
A dol sklerijen,

’Vel an heol o sevel,
War bord an draonien.


P’eo echu an dro ec’h en em voder dirak porched ar Rozera sklerijennet gant goulou elektrik. An iliz-veur ive a zo entanet betek at c’hilhog. Na weler nemel goulou dre-oll, war an dachen ha war ar skalierou hir hag huel a gas d’an iliz huella.

P’eo renket an holl, setu ma kroger grant ar Gredo, kanet war an ton bras. N’em eus tamm envor ebed da veza biskoaz em buez gwelet eun dra bennak kaeroc’h eget an dra-ma. An daerou, daerou a levenez, a den c‘hoaz em daoulagad pa deu em spered ar zonj a gement-mna.


Ar yaou, 21.


D’ar yaou, goude kreisteiz hon deus great Hent ar Groaz war menez Espelug, ema harpet outan ilizou ar Weledigez.

Pa jommont a-zav d’ar wej kenta, an aotrou Kerbaol, kure e Douarnenez a ra d‘eomp eur brezegen dispar en eur brezoneg c‘hoek meurbet. Displega ’ra dirazomp kenteliou ar Groaz. Ar groaz ! emezan, he c‘haout a reer e peb leac’h e Breiz-Izel, war an henchou bras, war an torgennou, en tiez ha zoken war beultrin eur maread Bretoned. Diskleriet ez eus brezel outi, ha c’hoant zo d’he diskar eus an holl lec’hiou ma c’hell beza gwelet gant an dud, eus ar berejou, diwar an henchou. Breiziz, c’houi a ouezo en em voda evit stourm kalonek enep eur seurt torfed,