Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135
AR VRETONED E LOURD


Abalamour m’eo kel lous an amzer, fenoz na vo ket a brozesion ar goulou. Mont a reomp d’hor gwele goude beza great eur weladen ziweza da Werc’hez ar c’hao.

Evel-se, tost da-vad, e tremen derveziou ar perc‘herinaj.


Dimerc‘her, 20.


Amzer c’holoet, n‘eus ket a c’hlao koulskoude.

Goude lein, prozesion at Zakramant a zo great gant kals a sked.

Trizek pe bevarzek banniel ha teir pe beder groaz — en o zouez kroaz aour ha banniel Landivisiau a zo remerket kenan — ac‘h a araok an delten. Eun niver bras a veleien hag a wazed — ar merc’hed na vezont kel lezet da heuilh at brozesion-ma — a vale war diou renk, eur c’houlaouen war elum gant pep-hini. Na ganer nemet « Pange lingua », pe da vihana latin. Dirak iliz ar Rozera, ar glanvourien a zo renket a bep tu. Tenereet eo ar galon oc’h o gwelet. Ar belek a zoug ar Zakramant a ya da gaout pep-hini anezo evit rei d’ezan bennoz Hor Zalver benniget. Eur beleg hag en em zalc‘h e-kreiz an dachen a bed a vouez huel evel-hen :

Jesus, mab David, bezet truez ouzomp !
Aotrou, mar kirit, e c’hellit va farea !
Aotrou, grit d’in kerzet !
Aotrou, saveteit ac’hanomp ; emaomp o vont da goll !


Ar bobl en eur vouez a adlavar, war e lerc‘h, pep-hini eus ar goulennou-ze.