Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
MARVAILHOU AR VRETONED

eur vatimant vras, o vont da Vilbao, a welas an dud paour — tri e oant — hag o digemeras er bourz. Lavaret a ra, en eur echui, na ehano da embann trugarez ha madelez Mamm Doue, keit ha ma vo buez ennan.

O veza m’eo ker fall an amzer, na reer ket prozesion ar Zakramant, meulet ra vezo ! Kals a dud a gerz war zu ar pinsinou, da bedi evit ar re glanv a zouber e dour ar Werc’hez.

Biskoaz, e nep leac’h all, n‘em eus gwelet pedi gant kement a feiz hag a fizianz evel ma reer ama. Doujanz ar bed a zo lakeat gant an holl dindan o zreid. Pep-hini a bed hep teurel evez oc‘h ar pez a ra e nesa. Gwelet a reer zoken kals o pedi, o divreac’h e kroaz. Pet gwej n’he deus ket klevet ar Werc‘hez ar c’homzou-ma : Yec’hed ar re glanv, pedit evit hor c’hlanvourien ! Itron-Varia Lourd. roit ar pare d‘hor re glanv !

Mari n’helle ket chomm bouzar oc‘h pedennou ker birvidik. Eur plac’h yaouank, Mari-Renea Quélen, eus Gwipavas, ha na c‘helle mui na debri, na bale, na gwriat, en em gavas yac‘h goude beza bet soubet en dour. Klevet em eus he deus santet eur boan souezus epad m’edo er pinsin. Kredi rea edod o vruzuni he c’horf paour. Mari Quélen he deus, da c‘houde, heuliet ar berc’herined-all en holl lidou. Enor ha bennoz d‘hor Mamm vad !

Epad an deiziou-ma meurbet benniget a dremenomp e Lourd, kals a re-all o deus kavet ar yec’hed pe, da vihana, eur wellaen. An holl dud poaniet a gav ama frealzidigez hag eun nerz nevez evit gouzanv hep klemm kement tra zies a zeu d’ezo, en o c‘horf pe en o ene.