Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
GOVELLER BREIZ-IZEL


O c’houi hag a deu ama, lezit peb fizianz war ho lerc’h !

Unan eus an diaoulou a zeuas da zigeri. Ar goveller a c’houlennas beza digemeret. mez an diaoul a yeas da c’houlen ali Lusifer. Hema a zeuas da welet petra yoa. Hogen, kerkent ha ma kouezas e zaoulagad war ar paour keaz Breizad, ec‘h en em roas da yudal ken na dregerne an ifern gant e youc’hadennou.

Eur pennad goude e lavaras :

— « Nan, nan, biken na zigemerin ac’hanont ; ah ! n’em eus ket ankounac‘heat ar boan ac‘h eus great d’in brema zo nebeut bloaveziou. Kamm oun c‘hoaz zoken. Nan, nan, Breizad kriz ha digalon, kea pell ac’halen !… »

An nor a zerras kerkent.

Ma oe red d’ar goveller klask e leac’h-all.

Dizrei a reas war e giz, ha goude eun nebeud derveziou bale e tigouezas adarre gant ar baradoz. Evel en dro genta, sant Per a zeuas da zigeri d‘ezan.

— « Devet oun adarre ! a zonjas-hen o welet ar porsier. »

— « Lavaret em eus d’it na vi morse digemeret ama. Kea da c‘houlen digor izeloc‘h. »

— « Bet ez oun, sant benniget ! Bet ez oun, hag ez eus lavaret d’in ive na vijen ket digemeret. Da be leac’h ez in-me ‘ta ? »

Etretant, setu Salver ar bed o tigouezout.

— « Petra zo ’ta, Per ? emezan. »

— « Ema, ar rouller-ma eus a Vreiz-Izel eo en deus c’hoant da vont en ho paradoz. Mez me ne gavan ket. anezan din awalc’h eus eur seurt eurvad. »

« — Ar Breizad-se, ar govelleer a roas d’eomp bep