Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/114

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
MARVAILHOU AR VRETONED

Gatel lakaat he holl wiziegez da ober mat ar geusteuren.

« Da vignon koz : Pendolog. »

Gwelomp ’ta ar gedon kaër-ze.

YANN (oc’h asten e baner).

Dalit, aotrou, setu i aman.

BIDOCH (O tigeri ar baner, ne gav nemed diou c’had).

Mes, va faotr, ne welan nemet diou, ha koulskoude, al lizer a goms d‘in a deir c’had.

YANN

Ya, aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Mes, n’eus nemet diou c’had ez paner.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.

BIDOCH

Ac’hanta, al lizer am eus lennet bremaïk dirazout a goms a deir c’had.

YANN

Ya, Aotrou, teir c’had.

BIDOCH

Eur wech c’hoaz, e-lec’h teir, ne welan nemed diou.

YANN

Ya, aotrou, diou c’had.