Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
AN TEIR C’HAD


YANN

Trinka ’ri ganen, mechans ? n’en em welomp ket alies.

AR PESKETAER

Eur banne ne ray ket a zroug, rak pell zo e valean hag, ouspen, eur blijadur eo trinka gant eur c‘hamalad koz eveldout.

YANN (O skei war an daol)

Hop ! paotr ! buan, eur weren evid an aotrou ; hast affo ‘ta, troïdeller (Dont a ra ar c’heginer en eur zec’ha eur weren).

YANN (d’ar c’heginer).

Ac’hanta, mont a ra da geusteuren en-dro ?

AR PAOTR KEGINER

Oh ! aotrou, pebez jibeloten !! Peadra da lipat ho pemp biz hag ho piz meud. (Distrei a ra d‘ar gegin).

AR PESKETAER

Petra, te a ra eur jibeloten ?…

YANN (en eur ziskarga gwin).

Ya da ! doubl-viou ! Eun tammig lein pe eun tammig friko… Etrezomp, kleo, ne baker ket gwall alies eun tam lip-e-bao.

AR PESKETAER

Hag a zo gwir ! Eun nebeud ijin a zo red mat d‘eomp beb an amzer, anez e varvfemp gant an naoun. (Trinka reont).