Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
MARVAILHOU AR VRETONED



KEVREN III


YANN (e-unan, goude beza evet eur banne).

Ah ! foutre !… heman avad a zo gwin ! ya gwin mad, dreistoll pa vez sec‘h ae gornailhen ! Deomp atao, evid c’hoaz n’eo ket diwezat, hag amzer am eus da frikota eun tammik ha d‘ober va zro araok ar pardaez. Evelato, sac‘h-an-dien ! eun dra am laka gwall-nec’het : ar c’hoz tam lizer-man eo !… Petra a skriv va mestr d’e vignon Bidoch ? Ha mar koms d‘ezan a deir c‘had ! (Yann a skrab e skouarn). Hounnez avad a vezo eur zouben !… E gwirionez, ar pez a ran n‘e ket brao… Kemer a ran eun dra fiziet ennoun gant va mestr, laerez a ran anezan en eur laerez e vignon. Va c‘houstianz a damallo ac’hanoun, ha leac’h he devezo d’hen ober. Ar skeud eus ar goz gad-man am heulio e peb leac’h, en noz kouls hag en deiz… A-hend-all, duet oun gant an naoun, hag ar c’houez eus ar c’had-man a hillig va c‘halon, rak, siouaz ! n’em eus ket alies eun tam lip-e-bao !! (Eur werennad-all a ev en eun taol). Gwas-a-ze d‘an aotrou Bidoch !… Lavaret a reer atao penaoz eo red skei war an houarn pa vez tom, dibri ar beren pa vez dare, ha me jomfe heb dibri ar c’had pa ‘z eo poaz !


KEVREN IV


Eur pesketaer gant e linen pesketa war e skoaz hag eur baner ouz e vreac’h.


AR PESKETAER

Sell ta, te eo, Yann ! Pebez chanz !…