Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
AN TEIR C’HAD

Gwen). Sell ta, setu eun hostaleri, hag e doare vat. Oh ! mes he anaout a ran, houma eo hostaleri ar Marc’h Gwen, ha ma ’z afen en ti ? Perak nan ? Dare oun gant ar zec’hed, hag eun tam kreun a dorfen braoik ive. Ar gwin, a leverer, n‘eo ket gwall-ger aman, hag ouspen, eun nebeud lip-e-bao ne rafe ket a zroug…, eur wech n’eo ket atao… Gwel ‘ta, Yann, petra zo ez yalc‘h ?… Ya, mes lavarout a reer penaoz en hostaleri ar Marc’h Gwen ne vez ket bepred founnus an traou… alies zoken evit arc’hant, e vez treut ar zouben… Oh ! sac’h an dien ! na me zo diot ! bez’ em eus aze er baner peadra da zibri… O tibri unan, e chomo c‘hoaz diou c’had evit an aotrou Bidoch, ha diou zo awalc’h evitan. Ouspen-ze, Va faner a vezo kals skanvoc’h… Buan, fidam-doustik ! an traou en-dro !… (Skei a ra war an nor gant e vaz).

Hep !… n’eus den ?… paotr !… plac’h !…


KEVREN II


AR MEVEL (diredet)

An aotrou an deus c‘hoant da derri e zec’hed ?

YANN (oc’h azeza hag o sec’ha e dal).

Ha terri va naoun ive. Hast affo, ha ro d’in eur voutailhad gwin koz ; goude e kemeri ar c’had-man evid he lakaat ouz ar berr ; buan avad, sac‘h panez, rak mervel a ran gand an naoun hag ar zec’hed.

AR MEVEL

Ne vo ket da zalea, aotrou !… (Eur c’had a gas gantan. hag e tistro gant gwin ha bara. Dioc’htu ez a kuit).