Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/101

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

c’houzoug eur jaden hir. An den na lavaras netra hag a gendalc’has da vont gant e hent. Eur pennad goude e klevas evel eur vanden dud o c’hoarzin. An tremener a hastas ober sin ar groaz, ha ne glevas mui netra.


IX. — Ar C’houlaouen vurzudus.


Seiz vloaz goude maro Gwitourius, daou goueriad eus a Gerroudoual a ’n em gave diwezat o tont d’ar gear ; bet oant o pardona er Relek. Dek heur noz e c’helle beza.

Ar c’hosa anezo a yoa perc’hen en e dra. Job ar Goff a read anezan ; egile oa Ivon ar Blez, mevel e kear Job, tud a zoujanz Doue o daou.

En eun taol kount, o sevel e benn, Job a wel eur c’houlaouen war ar Roc’h Trevezel.

— « Sell ’ta, Ivon, emezan ; daoust ha na welez ket eur pez goulaouen du-ze war ar menez ? »

« — O tanfoueltr ! eo avad, Job ! Daoust ha petra eo kement-se da lavaret ? »

— « N’ouzon ket. Eun ene bennak e poan, kredabl !… »

— « Sell, sell ! Ema o loc’h ! Erru eo war-zu ama, a ve lavaret. »

E gwirionez, ar c’houlaouen a nije dreist kein an Arez, o vont war-zu ar zav-heol.

— « Daoust, eme Ivon, da beleac’h ema o vont ? »

— « Da iliz Itron-Varia ar Relek, marteze ! »

— « Ma lavarfemp eun De profundis evit peoc’h eneou keiz ar Purkator ? »