Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
MARVAILHOU AR VRETONED

hanter-noz, hag a ray ar muia ma c’helli a drouz. Goude-ze e kerzi war ar menez ha tro-dro ken na deuy an deiz. Gant ar c’henta bannou sklerijen e tizroï d’hon loch. Alo, mignoned, bugale-gaer Jupiter, sammit ar c’hamalad-ma, ma teuy da jomm ganeomp da Gersatan !… »

Korf Gwitourius a deuas da veza euzus ; ouspenn-ze eur c’houez ken pounner a deue dioutan ma oe red da Anjel stanka he fri. Pewar diaoul a grogas ennan, hag an enterramant diaoulek a loc’has, o vont er-meaz adarre dre an hevelep hent. An diaoulou bihan a fiche o lostou gant ar blijadur ; eur mousc’hoarz ivez a yoa war o muzellou.

Bep noz ac’houdevez, pa zone an hanter-noz e moumederiou ar c’harter, e veze klevet an nor, ar prenestrou, ar gwer o strakal evel pa vije tennet boulejou kanol e-tal an ti.

Anjel na helle kousket berad, daoust d’an ezom he doa ar plac’h kez da repui he izili dinerzet gant ar boan hag al labour.

Goude e veze klevet evel eun den o vale war ar vein gant eur foultren boutou koad, tachou kezeg enno. Strilha a rea ar chadennou houarn a yoa a-istribilh en-dro d’e gorf, o teurel anezo war ar zolier evit ma rajent muioc’h a drouz. Kerkent ha div heur ar spountailh a ye er-meaz oc’h ober adarre eun trouz ifern gouest da zihuna kear Vrest en he fez.

An neb a vije diwezat o tont d’ar gear a oa re zur da welet teuz Gwitourius en eur stum pe ’n eun all. Unan bennak her gwelas dindan spez eur c’hi du bras divent a yea dre foz an hent, e lost o ruza oc’h an douar, daoulagad luc’hedus en e benn, oc’h e