Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
KENTOC’H MERVEL !

lavaret d’it mont eus ar vro-ma, pell ac’hano en-deün ; ama eo em bezo ezom ac’hanout, ha tamm ebet e leac’h-all. An Dispac’h-ma a raio eur vad dispar e kement leac’h e vezo great d’ezi eun digemer kalonek. Ar paour kez pobl a yoa sammet a bep beac’h, n’en doa tamm frankiz, nag en e gorf nag en e spered : eur sklavour n’oa ken etre douarn an duchentiled hag ar veleien. Hogen, setu m’eo chenchet penn d’ar vaz ; an diranted a zo dic’houzouget pe eat d’an harlu, hag ar re a zo c’hoaz e kuz dre ama ne zaleint ket da goueza etre daouarn an dud a lezen karget gant gouarnamant ar republik da lakaat urz vat er vro.Sell ’ta n’em eus ket c’hoaz sonjet goulen da hano diganez !

YANN

Yann Binifi, sitoian, evit ho servicha.

AR C’HABITEN

Ha me eo ar C’habiten Sevola Spartakuz Tricotel.

YANN

O la ! la !! la !!! Pebeus hano iskis ! Biken n’hellin miret em spered…

AR C’HABITEN

N’ec’h eus ket ezom da derri da benn gant an dra-ze. Gra ac’hanon ar C’habiten, pe ar sitoian Spartakuz. Me a zo anavezet a-walc’h. Ac’hanta, Yann Binifi, petra leverez eus al labour omp karget da ober gant ar republik unan ha dirann ?

YANN

Brao ha mat, sitoian Spartakuz, nemet eo eul labour risklus.

AR C’HABITEN

Ha ma vijemp daou ? Gwelet a ran ez out eur paotr a feson, a spered lemm, evel na gaver ket nemeur en ho