Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
KENTOC’H MERVEL !

dirann a zo eur vamm vat, eur vamm dener, bepred war evez ne vankfe netra d’he bugale aketus. M’hen tou ! me a vezo hiviziken unan eus he gwella servicherien… hag e vezin dic’haouet a-zoare evit an taoliou kaer a rin… C’hoant c’hoarzin a deufe marteze d’ar re am c’hlevfe !… Ha koulskoude, me garfe gouzout perak !… Eun dremm dreuflez am eus marteze ?… Mec’hieg, ginaoueg, klapezen, panezen, hanoiou kaer bet roet d’in alies gant va zad ha va mamm, gwir eo !… Mes me avat am eus kredet atao n’oun ket ker baltek-se, hag ez eus ennon danvez eun den, ya, mar kavan tro eur wech bennak d’en em ziskouez dirak an dud… Ha setu marteze deuet evidon ar mare-ze, pe aon am eus me deuio morse !… Neun pe veuzi, n’hellan ober ken, hag evel n’emaon ket e poan da goll va buez, me a neuio e dour rus an Dispac’h !… A ! la ! la ! Gwelet a reot, Fanch Kouer, ha te, Gwenole beg moan !… La ! la… goustadik ! Kemeromp hon amzer ! Arabat eo mont re vuhan, n’eo ket trenka a rafe ar zouben !…

M’am bije bet eun tammig muioc’h a zeskadurez oa, sac’h an dien !… A ! neuze avat e vijen bet eur pabor !… Ha piou oar, gant an amzeriou eürus-ma petra vijen deuet da veza ?… Mes, bah ! n’eus forz, deomp, atao ! gant ar pez am eus, sur oun, me a zavo diwar va zeil ! Ar bobl a zo roue !… Me a zo roue !… Eur c’hoz tamm roue distrandel, lakaomp, mes roue evelato, hag hep dale pell me a ziskouezo va galloud…

N’eus ket da lavaret ! Me a vezo mear e Landivy, kousto pe gousto ! An holl a stouo dirazon ; bras ha bihan, paour ha pinvidik, beleg ha dijentil a raio Aotrou Mear ac’hanon ; ha mar fell da unan bennak ober re a ardou, me hen lakao da ober anaoudegez gant eur benveg hag a zo e vicher krenna… A foutre ! na me zo diot ’velkent !… A wechou… Setu em eus aze em