Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



EIL ARVEST


An Drubarderez


KENTA DIVIZ


YANN
(a deu goustadik dre gleiz, Tommet mat d’ezan)

A ! a ! a ! an Dispac’h, evit doare, ne blij ket kalz da Fanc’h an Ozac’h, ken nebeut ha na ra d’e benner koant. O ma ! e pedint Doue… hein ! pedi Doue ?… Alo, da beleac’h eo eatva zamming penn ? Difen azo hiviziken, a berz an Nasion, da bedi ken Doue menet Danton, Marat ha Robespier… Ma ! Ma ! e pedint Mirabo da gompeza o spered !… Ne blij ket an Dispac’h d’ezo ?… Ma ! Ma ! O ! evel a garint !… N’eo ket inti koulskoude a viro outi da ober he labour gaër… A ! me ra foutre, me, eus o aliou ken nebeut nag eus o gourdrouzou !… An nep a zo a-du hizio gant ar C’houarnamant a zo sur mat eus e vara hag eus… e benn ; eleac’h c’houi, Fanch Kouer hag ho seurt, hoc’h eus da ziouall rak an dibennerez, ar benveg burzudus-se a gas dillo da netra enebourien al liberte !… A ! Fanch Kouer, lakeat ec’h eus ac’hanon er meaz eus da di, mes petra ra ze din-me ? Me a gavo evelato, pa garin, eun tamm bara gwenn da chaokat, bag ive, douetus bras, eur banne chigoden da lipat eur wech an amzer !… O Fanch Kouer, n’oun tamm ebet nec’het ganez, arabat e ve d’it kredi ! Ar Republik unan ha