Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


III. — Katellig a deu c'hoant d’ezi da vont da Bariz


Setu penaos e tremene deiziou Katellig Kerheol.

Deuet oa en oad da zimezi, hel lavaret am eus, hag an tad a lavare ennan e-unan : Emaon o vont war an oad ; dizale marteze e teui ar c’hlenved pe poaniou an izili skuis gant al labour. A drugare Doue ema Katellig aze hag a gavo eur paotr dioc'h he doare da labourat va douarou pa n’hellin mui hen ober ! »

Katellig avat n’oa morse hano ebet ganti eus an dra-ze. Petra zonje ?… Petra yoa en he fenn ?… Ne zaleot ket da c’houzout.

Eun dervez e teuas paotr al liziri da zigas eur paper d’ar plac’h yaouank. Katellig n’oa ket kustum da gaout liziri digant den, ha setu perak e oe eun tammig nec’het o regi ar golo.

Setu ama petra a yoa war al lizer-ze :

Katellig, va mignonez ker,

C’hoec’h miz a zo abaoue m’emaon e Pariz, ha kredabl eo ec’h eus ankounac’heat ar vignonez vihan a veze ganez gwechall o tiouall ar zaout e traonien Prad-Kelve. Me koulskoude am bez sonj ac’hanout alies, alies.

Gwechall, p’edomp hon diou o redek ar pardoniou, e komzemp eus meur a dra. Eun deiz, e Santez-Anna, fresk eo em spered evel pa vije bet deac'h diveza, e liviris d’it : « O na me a garfe mont da Bariz da jom ! Eno ez eus traou kaer, ha nag a blijadur a dle kaout an dud eno ! » Setu me e Pariz ! Hag e lavaran d’it ec’h en em blijan kenan. Plac’h