Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Ma vijec’h eat di dek vloaz a zo brema, ho pije kavet eno eun tiad tud eürus, pevar den ennan : an tad, ar vamm, eur verc’h plac’h yaouank hag eur paotrig a bevarzek vloaz.

An tad, Jakez an Ti-Men a read anezan, eun den a bemp bloaz hag hanter kant pe wardro, gwenn e vleo, sounn c’hoaz evelato war e zeuliou, a yea bemdez d’ar parkeier da labourat gant eur mevel pe zaou, dioc’h ar prez labour a veze. Dimezet oa da Drifina ar Vengleuz, hag eus an dimezi-ze en doa bet pemp bloaz warnugent a yoa, eur verc’h koant meurbet, rus he diou jod, gouenv he diouvreac’h ha skanv he zreid, bleo melen evel an aour o lugerni uz d’he zal, ha daoulagad c’hlas en he fenn. Ya, koant ha fur oa, ha labourerez vat ouspenn, eur gwir denzor evit he zud. Gant-se, n’eo ket souezus he divije plijet d’an dud yaouank a dro-war-dro. Meur a hini o doa zoken kinniget da Jakez an Ti-Men lakaat anezi da vestrez en o ziegez. Katellig avat a rea skouarn vouzar hag a lavare atao : Divezatoc’h ni welo…

E kreiz he brud evel ma edo, leun a nerz hag a yec’hed, karet ha meulet gant an holl, en eur vro el leach mac’h eve bemdez da bep mare eus an deiz ear yac’hus ar mor, me lavar d’eoc’h ez oa Katellig Kerheol an eürusa plac’h yaouank a vije gellet kaout e nep leac’h.

Na kaer oa he gwelet da zeiz pardon santez Anna o vonet gwisket en he c’haera d’an oferen-bred d’ar japel vrudet !… Na kaer veze he gwelet o tougen er brosesion eur skeuden pe eur baniel ! Na plijadur he doa hi he-unan !… Ha goude ar gousperou, echu an ofisou, peger bras veze he dudi oc’h ober gant he mignonezed he zroig bale endro d’ar staliou !