Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


CHOMIT ER GEAR !


————
I. — Kerheol.


N’anavezit ket Kerheol ?… N’oun ket souezet gant an dra-ze. N’eo ket eur foultren kear ken nebeut, ha morse n’eus het enni na prezidant na ministr oc’h ober prezegennou meur…

Mont a ran eta da lavaret d’eoc’h e berr gomzou pere eo doareou Kerheol.

Kerheol (Kear an heol) a zo eur geariadennig etre Bourc’h Fouenan ha Beg-Meil, a-zeou, pa’z eer gant an hent bras, war hed eun hanter-leo eus ar mor, kuzet eu eun draoniennig leun a wez avalou.

Fouenan, evel a c’houzoc’h, eo bro ar chistr mat, ar chistr krenv, a ro nerz d’an den ha tomder d’an izili. Dre eno e krog ar gwez avalou, e tougont bleun ha frouez kaer, kouls ha ma krog an dero en hor c’hoajou. Fouenan a zo eur vro dudius kenan da welet en hano. It di e mare goueliou Pask ; ne welot nemet bleun e pep leac’h : Fouenan a zo deuet da veza eur pez liorz.

Brema, ma karit ar mor, n’ema ket pell, eun hanter leo, am eus lavaret.


II. — Katellig Kerheol


E Kerheol n’ez eus nemet daou diegez : n’eo ket bras ar geariaden eta, ha setu perak n’eo nemeur anavezet.