Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


Da benn he miz e oe lavaret d’ezi mont da glask fred da leac’h-all.

Teir gwech e tilojas en eur ober tri miz.

Katellig kez a deue sonj d’ezi eus Kerheol, hag a zave keuz ganti a-benn neuze.

Er gear ez oa karet ; ama, e Pariz, den na zell outi nemet evit rebech ha gourdrouz. Er gear e tiskuize da zul ha da c’houel ; ama e rank labourat a-laz-korf sul, gouel, pemdez. Er gear ec’h eve bemdez ear yac’hus ar measiou ; ama ez eo sebeliet en eur c’hao, dindan an douar, el leac’h n’ez a morse eur berad heol.

Faziet oa bet gant Gwenola ; gevier a yoa bet dizac’het d’ezi, ne gave ket e Pariz betek-hen ar pez a yoa bet touet d’ezi e kavje. Mes, penaos dizrei d’ar gear ? Petra vije lavaret dre ar c’harter ma vije gwelet o tizrei da Gerheol goude tremen ken nebeut a amzer e Pariz ? An holl a c’hoarsje gwap d’ezi !… Nan, nan, an holl boaniou, ar maro kentoc’h eget an dismegans-se !

Setu eta Katellig e kambr an heol ! — Kaeroc’h e vije bet d’ezi beza e Kerheol Fouenan ! — Mont a ra eus an eil ti d'egile da c’houlen labour… Ped ti e c’haloupas evel-se ? Piou c’hoar ?…

En unan, (an ugenvet, marteze), e oe lavaret d’ezi sevel da c’horre an ti, great kudou d’ezi, ha lakeat da azeza ouz taol. Kinniget e oe bara, aman ha gwin d’ezi. Ne oe ket ezom d’he fedi da « jacha » warno, p’eo gwir e rea yun an nao stereden !

Siouaz ! en eun hostaleri fall oa kouezet hep gouzout d’ezi… Er stad m’en em gave, Katellig he divije asantet da n’eus fors petra… Hag asanti a reas da bep tra.

Paour kez Katellig !… Paour kez Bretonez !… Setu