Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Moal - Ar Ger Villiget, 1908.djvu/9

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR GER VILLIGET
GANT
LAOUIK
————
(KENDALC’H)


II


Noz de, hep diskwiz, eman an tân enni ; noz de ar moged a zav o terc’hel en dro d’ei eur vougen deo ; en pep amzer e kleved enni evel trouz tarzio kurun ha ruilhadeg ar c’hirri houarn leun a dân war ar porz, sklejet gant divrec’h nerzus ar vicherourien. Noz de ! En gwirione, sonjal a ret en poanio an dud daonet pa welet ’barz an devalijen an oabl o tigeri ’us d’al lec’h-se ha pa sko an drouz-ze ho tiouskouarn.

Aze nan eus diskrog ebet ! Aze, pa ’c’h a an heol da guz, pa deu an noz sioul d’asten he mantel war pep tra, o laret d’an dud ec’h e poent d’e mont da hadneveaat o nerz, an treo ac’h a bepred war-rok gwasoc’h-gwaz ! Aze ez eus tud a ra labour galeourien evit gonit eun arc’hant na dousao ket kosni an darnvuian anê. Aze e-leiz a vibien krenv d’an douar a deu a-greis o flijadur da devi, d’ampoezoni ar gwad rik o deus laket o zado en o gwazied.

Gwelet ar fornier gant e labour. Nan eus man warnean ’med eur goz roched digor frank war e vruched hag eur brago fall ; en e dreid ez eus chaousenno gant eur zaolen kerden : boteier ler a vefe devet hep dale ; tân a zo dindanan ha tân a bep tu, ar c’houezen a ziver war e vizach, war e gorf, a dastum ar boultren glaou douar a nij dre oll ; hep dale n’halfet ken e anaveout ; poan ez eus o kridi ’c’h e eun den a zo diragoc’h o vont hag o tont a-dreuz d’ar moged, o skarzan pe o kargan ar fornio ken gwenn gant an domder ken n’halfac’h ket paran ho taoulagad warne pe vent digoret. Nan ! nan oc’h ken war an douar ; sonjal a ret kentoc’h bean diskennet ’n eun hunvre ’barz al lec’hio spontus-ze a gomz ane an Dant.

Ha souezus e teufe ken lies a hini, en eur labour ken poanius gant an domder, da c’houlen gant an evach krenv pa zantont o c’halon o fallaat, an nerz o deus ezom evit peurachui o labour ! da diwalc’h o diabarz gant bep sert lonkaj o klask terri ar zec’hed a bistig anê dalc’hmad ! N’e ket, a dra zur !

Goude daouzek eurvez hirr tremenet evelse e tigoue ar fornier er ger, e gorf brevet, e vizach droukliv hag e galon rukunet.

Ezom an neus d’ober eur pred mad evit hadneveat e nerz med e galon na c’houl man ; ’n em daol ’rey war e wele hag eur c’housket ponner, troc’het gant hunvreo fall, a zerro e zaoulagad hag a bouezo war e izili.

Pa diskwizo en noz an treo ac’h ey mad a-walc’h c’hoaz, med en de pep tra en em glev evit distagan anean diouz e repoz : ar sklerijenn a furch kement korn a zo en e gamprig hag a disken he banno war e vizach ; an amezeien a ya hag a deu er skailhero, a sko hag a huch ’us d’e benn, ar bugelig a ouel en e gorn abalamour n’hall ket c’hoari hag ober trouz, betek mouez izel ar pried, skraf he chaousenno war ar gampr, trouz eur besel paozet goustadik war an daol, a skoo diouskouarn ar c’housker. Tremen a rey ter pe beder eur en e wele o trei hag o tizrei ha, pa zavo, e vo ken brevet hag arôk.

Ar vue-ze e oa hini Fanch ; aezet eo gouzout pe na oa ken reizet, pa gouee a dam da dam en eur sort dizurz aboue ’oa tec’het e bried, e kolche prim liou ar yec’hed.

Pa dizroas Anna e oe spontet o welet anean. Da gentan e sonjas e oa bet klanv ; med kaout a re anean ive dishenvel diouz ar pez e oa arôk. Nec’het e oa kas gouzout petra ’oa kiriek da ze. E-pad pemzek de e renkas chom gant he nec’hamant rak hen n’anzave mann outi ha nan e ken kement da heuilh e vignoned.

Eun nozvez e tigoueas er gêr diweatoc’h evit e gustumans ha dal ma tigoras an nor e welas ervad e oa meo.

— « Ma Doue, emei, pelec’h e oas manet ? Ha petra ’zo arru ganit ? »

— Eur vodadeg a oa fenoz gant ar syndikat, emean, ha ze ’n eus daleet ac’hanon. »

— « Penaos ! breman ’c’hout eus ar syndikat ? »

— « Ya, da zur, emean, petra a fall a zo eno ?


(Da heuilh).

LAOUIK.