Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Moal - Ar Ger Villiget, 1908.djvu/8

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR GER VILLIGET
GANT
LAOUIK
————
(KENDALC’H)


D’ar mare-ze e c’hanas d’ê eur mab, kalz a frejo o devoe ha kement-se a raes d’ê sellet tostoc’h c’hoaz. En aer ampoezoned an ijinerez, hep ar bevanz mad he devoa ezom, he bried na bareas ket ervad. Ret e oe d’ei, eur pennad goude, mont da dremen tri miz d’ar ger gant he bugelig, dre urz ar medesin.

E-pad an amzer-ze, Fanch ac’h aes da zibri en ti ar marchadour gwin a oa tost d’ean o chom ha kement-se a raes e waleur. Da gentan e tizroe d’ar gêr ’dal m’en nije debret, med pegen trist e kave e gamprig neuze ! Pegen yen e vije pa digouee diwar e labour, skuiz goude eun devez pe eun nozvez poan !

Na wele ken mousc’hoarz dous e bried a gennerze anean ; na gleve ken he mouez karantezus ; ne vije ken oc’h evesaat war e gousk nag o tiarbenn e zonj evit rei d’ean kement en nije ezom da viret e nerz ha e yec’hed.

Dont a reas da vean tenval ; evit ankouaz e dristidigez e kustumas a dam da dam chom e ti an hostiz d’evan eur bannac’h da c’hortoz mont da gousket.

Daou zen yaouank, a laboure a-gevret gantan, a debre ive er memez ti. Ar re-ze a gemere o flijadur, ’vel eman ar c’hiz da laret pa ren an dud yaouank eur vue digabestr. An arc’hant a c’honeent a veze dispignet oc’h evan, o vont d’an teatro ha d’an danso noz. Tud joaus e oant ha konterien gaer. Fanch a deuas da gaout ber an amzer en o c’hompagnunez, rak gante e teue a-benn d’ankouaz e zrouk-hirnez evit eur pennadig.

Kustumi ’raes dibri ouz ar memez taol gante ; o vont d’o labour hag o tizrei diwarnean e vijent a-gevret ive, ha, hep dale Fanch a wele lies a hostiz a-rôk digoueout er ger.

Pa arrue eul lizer digant e bried, pe otramant pa diskenne ennan e-unan, e gonsianz a rebeche anean ; santout a re pegen risklus e oa ar pleg a gemere ; c’hoantaat a re stourm evit hadkouean adarre.

’Vit dizrei war e giz e vije bet ret d’ean laret ar wirione d’e bried ha gervel anei davetan : na c’houle ket hen ober dre lorc’h.

— « Petra ’sonjo diouzin mar laran ar wirione d’ei, a zonje, ret eo d’in ’n em distagan diouz ar vignoned-ze ma-unan. »

Pa douchas e bae an eil miz ma oa et Anna da Vreiz e oe spontet o welet ne chome hogozik gwennek ebet gantan goude bean paeet e skoden en ti an holl hostizien a dlee arc’hant d’eze. Kement-se a raes d’ean ober bep sort sonjo ha bean oa evit skrivan d’e bried : diaoul al lorc’h a harzas outan adarre, ha ret eo laret ive e oa krog an evach da deurel gwrienno en e galon.

Etretant e nerz a dec’he. Ze na oa ket souezus : eun den ha na ra dizurz ebet an neus a-walc’h d’ober da viret e yec’hed er vicher an nevoa ’n em laket ; nag en despet da ze mar, gra anei eun nebeut blavezio, ar c’hlenvejo a goueo warnean a bep tu. Ret eo bean gwelet bue ar fornierien ’n eun ijinerez gaz evit gouzout petra eo.


(Da heuilh).

LAOUIK.