Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Moal - Ar Ger Villiget, 1908.djvu/3

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Ya, siouaz ! Fanch ; ar gwaleur a deu re alïes hep bean galvet, mes anzavet hoc’h eus gret e hent d’ean evit dont en ho ti. Laret a ran ze d’ac’h, rak karante am eus ouzoc’h : eus ar memes parouz ec’h omp. Pemp bla a zo fenoz e tigouechoc’h ho taou em zi da c’hortoz kaout lojeiz. Pa zonjan kaerat ha sartat daou zen yaouank e oac’h neuze ! Piou an ije sonjet e vije troet an treo evelse evidoc’h ! O ma mignon paour, mar ’c’h eus c’hoaz eun tam kalon, dilezet krenn an evach ! Sonjet en ho pried hag en ho pugale ec’h eus laket en eur stad ken trist ! Ar medesin n’anave man e klenved Anna, rak he c’halon, dreist-oll, a zo klanv gant an dizesper, o welet he bue kollet, he daou grouadurig barnet da vevan en dienez hag ar baourante, hag an hini n’he deus bet ’met ar si da vean karet re, o kouean er brasan dizurzo. He bue a zo etre ho taouarn, Fanch, sovetaet anei ! »

Hen a chilaoue, pleget e benn, ha na respontas gir.

— Kenavo, emei adarre ; mar gwelet Per war ho hent, laret d’ean dont war eün d’ar gêr, holl e vefomp ouz hen gortoz.


(Da heuilh).

LAOUIK.