Ervoan Karadek a oa oc’h ober e studi en Pariz tri bla ’oa. N’an evoa ket gret evel kalz a dud yaouank, a studi eun tam bennak evit tromplan o zud hag a dremen al loden vras eus o amzer er c’hoario hag ar plijadurio. An deio kentan ma tigoueas e oe jachet gant mignoned d’o heuilh, med ne oe ket pell evit gwelet pegen goulou e oa o bue.
Eur spered eün an evoa ha douget d’al labour. Santout a reas e tremenche e amzer o ren eur vue evelse, hep dougen freuz ebet, hag e kwitaas hepdale ar gompagnunez-ze. Laret e oe anezan e oa eun ourz, eur soured ha me ’oar petra c’hoaz ! med ze na re man d’ean : kaout a re frealzidigez e spered er studi ; e gonsianz na rebeche ket anean : n’an evoa ket ezom ouspen. Pa dremene avelio fall war e galon o lakat an dizurz enni ec’h e betek an iliz hag eno e kave ar peoc’h. Ne oa ket eus ar re-ze a lar :
« Me a chomo honest ha n’am mo ezom sikour ebet evit-se », (dirak ar bed skeul an honestiz he deus lies a bazen ha pep-hini a vir anei gantan war e hini) ; hen a oa bet desket d’ean abred ez eo red evit miret ar gwir honestiz en pep kiz, kaout sikour Doue ha goulen a re anean.
C’hoantaet an evoa bean medesin evit gallout ober vad e-lec’h ma tremenche ; fellout a re d’ean anaout e vicher ervad ha bean oa unan eus ar gwellan studierien.
E vistri a daolas ple da ze hag a gennerze anean. Unan anê dreist-oll an evoa kalz a garante evitan hag a c’halvas anean da beurachui e studi gantan en hospital elec’h ma kavomp anean. Meur a wech en evoa laret d’ean, ma karche chom en Pariz, e teuche hep dale da vean pinvik hag anaveet, med hen n’entente ket ze.
— Nag e vefen paour ha dizanve em bro, a lare, di e fell din em denn ; he c’harante a zo re dôn em c’halon evit ma tilezfen anei ha gwell eo ganin louzaoui tud ar mezio ma c’henvroïz evit otrone hag itronezed Pariz.
E vestr a c’hoantae dizrei anean diouz ar zonj-ze, med koll a re e amzer. Kouskoude e telc’he d’ean kalz, rak hini na gemere muioc’h a boan evitan gant ar glanvourien, paour kez micherourien an darnvuian anê. Hini na oa dousoc’h evite ha na frealze anê gwelloc’h gant komzo kalonek. Ouspen-ze pa c’halle e rente zervicho-all d’ê c’hoaz, dreist-oll pa vijent Bretoned. Aezet eo gouzout eta pebez levenez a zantas o kaout war e hent eun den an evoa anaveet en e yaouankiz hag a oa mab da wellan merer e dad gwechal.
Kemer a reas e dok dal m’an evoa kwitaet Fanch ha mont ermaez eus an hospital. Pa ’n em gavas er ru an aer fresk a skoas e vizach hag a reas vad d’ean. Sellet a reas e vontr.
— Eiz eur, emean, poent e d’in hastan founus evit tapout an oferen-bred goude ma zro.
An hospital a oa en eun tu d’ar gêr ha ru ar Gar en tu-all. Eur c’hard leo frank an evoa d’ober a dreuz da ruio bihan ha louz.
Nan eus netra viloc’h na rukunusoc’h evit eur gêr d’ar beure ’rok ma ve netaet. Ar ruio-ze ma tremene enne ’vat na welent ket skubelen ar c’hantonier nemeur ; leun e oant a fank ; a lec’h da lec’h e oa bernio loustoni a bep sort restaolet gant an tier hag en em ganne bagado chas warne. Ha gozik ouz peb fenestr, war eur gorden stignet a dreuz, e oa lieno ha bep sort treo-all o sec’han. A-wecho ec’h en em ziskouee dirak al lieno-ze eur plac’h hanter wisket, he bleo difoupet ha liou an dienez war he fas. Nebeut a dud a dremene dre eno ; al lec’hio-ze o devoa brud fall ; ouspen-ze an den ’n e aez nag ar pinvik na blij ket d’ê peurvuian kaout taolen an dienez dirak o daoulagad.
Erwan a oa kustum outi ha ne oa ket evit ar wech kentan e tremene dre eno. Pep gwech avad e sante e galon o serri o sonjal pegement eus a genvroïz a oa deut da gouean eno. Pebez bue drist o deus kavet e lec’h an evrusted a hunvreent ! Nag a hini an eus faziet evelse, ha, pa daolent ple, en em zantent ziouaz, re diweat evit dizrei war o c’hiz ! Mar ne vije nemete da vihanan da c’houzanv ar bec’h eus o fazi, o bugale war o lerc’h a ve ive preiz ar gêr villiget.
- (Da heuilh).
LAOUIK.