Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Moal - Ar Ger Villiget, 1908.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR GER VILLIGET
GANT
LAOUIK
————
(KENDALC’H)


III


— Izkuzet, ma c’hoar, ma peurachuin ma c’haoz ; dre chanz em eus bet kavet anei ’barz ar ru hag em eus komzet d’ei diouzit ; bet he deus ar vadelez da zont ganin, ha, d’he heul, an dimezel vat-man a anavez marteze. Na rez ket ! Ma, souezet on…

— Gwelet a ran, Soaz, ’me ar seurez, en eur vousc’hoarzin, penaos, mar lezan ac’hanoc’h da heuilh ho kuden, na vet ket er penn ’benn eun hanter-eur aman. Lezomp ar c’hojo breman eta, ha greomp eun dra bennak. Evrus omp, ma mignonez kez, emei d’Anna, he deus digaset Soaz ac’hanomp d’ho ti. Bet sur e refomp eus hon gwellan evit dousat ho poanio.

— Ho trugarekaat a ran eus ho madelez, eme Anna… N’hellas ket laret hirroc’h, hag an daero a deuas en he daoulagad ; ken poanius e oa eviti, bet kustumet ’boue he yaouankiz da zikour ar beorien endro da di he zud, da vean zikouret evelse breman.

E-pad ar gaoz-ze, an dimezel a oa et da wele an daou botrig, a oa dihunet, hag a zelle souezet ar pez a dremene. Lakaat a reas bep a bok war o zal ha rei d’ê bep a doullad madigo eus he godel.

— O koantat bugale hoc’h eus, itron, emei !

Kalon ar vam a dridas o klevet ze.

— N’hoc’h eus ket ’met an daou-ze ? emei c’hoaz.

— Eo, eme Soaz, a gemere ar plac’h vihan eus he c’havel, pa n’halle ken laret gir, hag unan na rey ket mez d’ar re-all.

Mes ar seurez a dispak eun davanjer a oa ganti ; komz a ra a-goste gant an dimezel, ha raktal e tisken e-traou. Hep dale ec’h e dizroet gant eun bakaden dreo hag eun den war he lerc’h, eur zac’had glaou war e chouk. Laket e oe ar glaou a-goste ha gret tan. Neuze ar seurez a dispakas ar bakaden hag a dennas diouti bara, kafe, kig leue ha diou voutailhad gwin.

— Setu aze, emei, danve koan ha lein evidoc’h hag evit ho pugale. Warc’hoaz e teuio ar medesin d’ho kwelet hag e roo dac’h al louzeier hoc’h eus ezom. Ni n’hallomp ket chom pelloc’h, rak nan oc’h ket hoc’h-unan en dienez, siouaz ! Soaz a chomo eur pennadig c’hoaz, p’eman he merc’h henan er gêr, hag a rey koan arôk tec’hel.

— Digaset hoc’h eus d’in ar gwellan louzaou evit ma yac’haat, eme Anna, he c’halon leun a anaoudegez ; nan hallin biken ho trugarekat a-walc’h.

— N’hoc’h eus trugare da laret ’met d’an dimezel aman, rak he yalc’h a ra an dispigno.

— Ne ran ket ’met paean ma dle, ’me ar plac’h yaouank ; kenavo, itron, ha gwelloc’h yec’hed ; hep dale e teuin c’hoaz d’ho kwelet.

Pokat a rejont d’an tri vugel hag ec’h ejont ermaez. N’ho devoa gret ’met serri an nor, p’en