Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

d’in mont asamez gantan beteg e gear, e leinchen en e gichen, hag e lavarche d’e c’hoar gosa ober skol d’in war ar galleg. Mont a ris, ha deustu antronoz em oa skol dioc’h ar mintin er presbital, ha goude lein en Traon-bihan.

Va mignon J. n’en em sante ket galvet da chom da veleg er vro, mont a reaz da Boitiers d’ar Skol Abostolik, evit beza divezatoc’h misioner er broiou pell. Ober a reas d’in, gwech breman, gwech eur wech all, eun daolen ken kaer eus buhez santel ar visionerien, eus o foaniou, eus o flijaduriou, ma santis a nebeudou va c’halon oc’h entani oc’h stad a vuhez ar misioner, er broiou gouez. Eun devez e lavaris d’am mamm em oa c’hoant da vont gant J. d’ar skol da Boitiers, evit beza eveldan divezatoc’h misioner, e felle d’in gounit da Zoue eneou an dud gouez.

Va mamm geaz en em lakeas da ouela, gwasoc’h evit eur Vadalen, hag a lavaras d’in ne roje biken he asant d’in da vont ken pell-ze eus ar gear.

« E peleac’h eman Potiers ? » sonjal a rea d’ezi e oa ar gear-ze en eun tu bennag e touez an dud du, hag e vije abred pe divezad debret pe lazet he mab gant ar gouezidi. Evel m’he devoa lennet meur a wech lizeri Breuriez ar Feiz, e ouie ervad e vije merzeriet ar visionerien er broiou gouez, hag an taol-ze ive a en em gavche ganen me abred pe divezad. Evelse, kaer em oa hirvoudi, va mamm a hirvoude gwasoc’h egedoun, a lavare d’in e kave gwelloc’h va gwelet kalvez pe gemener er bourk dirag he daoulagad, eget va lezer da vont da visioner da veza lazet gant an dud gouez.

Koulsgoude me a stourme bepred, a zalc’he ato da gunudi, rak ne welen e buhez ar misioner nemed beachou hir da ober war ar moriou, broiou kaer da welet a-gleiz hag a zeou. Lennet em oa aliez liziri brezonek skrivet gant misionerien eus a Vreiz, ha ne lavarent ket e vijent ato en aoun da veza lazet. Gwelet em oa ive e Bodilis tadou misionerien o prezeg, hag o baro hir a blije kalz d’in, ha setu em oa c’hoant da veza eveldo.

Eus an tu all, e sonjen pe seurt doare a gemerche va zud evit va maga ha va skolia en eur skolach, p’e gwir o devoa re da ober a vreman. Va zad ive a zonje en dra-ze, hag a lavaras d’am mamm ar pez a oa en e spered.

— Lez anezan da vont, p’e gwir en deus c’hoant mont da redeg ar c’hwitell, unan eat diwar ar boued a vezo, hag ar Jezuisted a roio d’ezan gwelloc’h boued eget n’omp-ni gouest da rei.

— O Louis, ma ouesfez ar rann-galon a rez d’in, e lavarfez d’in a-grenn nan nan, va mamm, ne zin ket, ne fraillin ket muioc’h ho kalon. An holl en ti a ouele gwalc’h o c’halon, ha va unan e poken d’am mamm, e lampen ganti evit he briata, e c’hlebien he zal roufennet gant va daërou bero.


PENNAD II


Skol Abostolik Poitiers


Koulsgoude, pennek evel eur Breizad e talc’hen ato mad, e