Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Floc'h - Va zamm buhez, An Oaled, 1937.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

kas ha kerc’hat a rean ar zaout, lakat a rean plouz dindanno, delc’her a rean o lostou keit ma vije ar vestrez oc’h o goro, ha kant ha kant tra all ouspenn.

Koulskoude, eur merc’hervez e oan bet e Landi asamez gant va mamm. Eur boutou-ler hag eun tok nevez a oa prenet d’in gant arc’hant an tri miz. Va mamm, eur vaouez honest ma oa unan, eur vaouez douget da bedi Doue, a lavare d’in :

« Setu, va mab, emaout aze bemdez en iliz o respont an oferen, o kana servichou evit eneou an Anaoun, o kana an Te Deum evit enori an aelez a deu war an douar, o kana al Libera evit an dud varo. Daoust ha sonjet e peus eur wech bennag e brasder karg eur beleg, a zalc’h leac’h an aotrou Doue war an douar ?

— Va Doue ! a lavaris neuze d’am mamm, biskoaz n’em eus sonjet e traou evelse ! Ober a ran va labour evel ma z’eo bet desket d’in, met ne zonjan ket pelloc’h.

— Pell a zo, Louis, emaoun o pedi, o c’houlen digant Doue evidoud ar c’hras da bignat eun deiz, ouz an aoter, ar c’hras da veza beleg.

— Hum, evit c’hoaz, va mamm, Doue n’en deus ket selaouet ho pedennou, rak n’en em zantan tamm ebet galvet da vont er stad a vuhez-ze.

— Gouzout a rez pegen dister eo micher da dad, ha pegement a boan o deus al labourerien douar o klask beva. Ahendall, pegen diez eo ober ar zilvidigez etouez ebatou ar bed, ha pegen eaz eo d’ar veleien en em savetei, o savetei ar re all. Gra ervad da zonj, rak poent eo d’id dibab da stad a vuhez. »

Biskoaz m’em oa sonjet kemer eur stad a vuhez, ne ouien ket zoken d’an oad-ze petra oa an dra-ze, d’ar just. Evit trouc’ha berr, eun devez e lavaris d’am mamm e oan kontant da vont war al latin, e ouien zoken kalz geriou, evel Dominus, le Seigneur, Amen, ainsi soit-il, ha kalz a re all ouspenn. Setu antrononz va mamm a ieas da veza koveseat, hag a lavaras d’an aotrou person e ranken beza galvet da vont da veleg, e vijen dalc’hmad o terri he fenn d’ezi o c’houlen beza kaset war ar studi. Emichans, an aotrou person a lavaras d’ezi en em glevet gant an aotrou kure, rak d’al lun vintin 17 a vae 1883, an aotrou kure a erruas duman hag a lavaras d’in azeza, evit skriva ar pez a lavarche d’in.

Eun hanter-heur goude, ar beleg a ouie demdost va deskadurez hag a lavaras :

— Hiviziken e teui bemdez d’ar skol d’ar presbital, asamez gant J. G. eus an Traon-bihan.

— Antronoz vintin e oa lorc’h ennon o vont d’ar skol d’ar presbital, asamez gant va mignon J. dreist-holl abalamour ma oa heman eur mab pinvidik eus ar barrez. Seblantout a rea d’in klevet ar bourkiz o lavaret an eil d’egile.

— Sell a brepoz ! Louis mab ar C’hemener a zo eat war ar studi ! »

An aotrou kure a roas d’in da zeski ar gentel genta eus gramadeg Lhomond : Rosa, la rose. Va mignon J. a lavaras